PLOËRMEL
Coproduction Questions de l'homme - Santez-Anna

 

 

 

Cliquez sur les images pour agrandir


sur la lande

 

    Ploermael, hiziv departamant ar Mor-Bihan, a oa lod e Bro- hag eskopti Sant-Maloł.
En em ledań a ra hen Bro-Sant-Malo betek ar stźr Argenon er c'hornōg hag e tiskenn betek ar stźr Oud dre vBronn ; kźrioł kozh Josilin, Ploermael, Gwern-Porc'hoed, Gwipri a ro dezhań he bevennoł kreizteiz; er gevred e kav he harzoł naturel gant ar stźrioł Gwilen ha Mozon hag e kemer er biz Komborn, Evran, Dinan...


Ploermel, carrefour derričre l'hotel du Duc Mercoeur, Dessin de Robida

 

Buhez verr sant Maloł,
gant breur Fulub

 


d'après une gravure de Xavier de Langlois

    Ganet e voe s. Maloł e-kreiz ar VIvet kantved e gevred Bro-Gembre, goude ma oa aet dija war an oad e vamm sz Derwell. E dad anvet Gwent a oa aotrou an tolead. Fiziet e voe ar bugel e skol-vanac'h Llancarfan bet diazezet gant s. Kadoł, ha ma oa neuze s. Brendan an trede abad anezhi. Moarvat e kemeras perzh s. Maloł e beajoł mor e vestr diwezhatoc'h. Mont a rae war-raok gant gred war hentoł ar santelezh, met kement-mań a zedenne davetań a-wechoł skarsted hag heskinerezh a-berzh keneiled dezhań; treiń a rae atav an argadoł-mań avat e mezh evit e eneberion hag e brasań klod evit Doue; burzhudoł eo ivez a zeue war-wel e-kerzh seurt degouezhioł. Galvet gant Doue ha gant bennozh Brendan e treizhas ar mor gant un nebeud menec'h all. Dilestrań a rejont a-dal da Aled war un enezenn lec'h ma veve neuze ar penitiour Aaron, hag a zeuas da vezań diwezhatoc'h kźr Sant-Maloł. Broudet gant Aaron ha gant ar Spered Santel e krogas s. Maloł da brezeg en Aled. Eno e tasorc'has un den marv, pezh a droas ouzh Doue tud e-leizh. Ken anaoudek e voe ar boblańs e-keńver an holl vadoberoł degaset dezho gant Maloł ma tibabjont hemań evel o eskob.

    Hogen, kregiń a reas an heskinerezh enep s. Maloł gant ar c'hont Haelog da gentań a gouezhas dall en askont da se hag a voe pareet gant ar sant goude en devout anzavet e wall. Neuze e voe ar warizi, an droukkomz, rak kristenion nevez kanttroet Aled a brofe madoł bras d'an eskob nevez a-benn diazezań start an Iliz eno war-bouez sevel ur manati hag ilizoł, ha ne blije ket kement-mań d'an holl. Dirak seurt saviad e kavas gwell s. Maloł pellat diouzh Aled ha goudor a gavas e Bro-Saintonge ("Charente-Maritime" bremań). E-keit-se e voe reuzet Aled gant ar vosenn hag an naonegezh, met er gwalleur-mań en em droas annezidi ar gźr davet Doue hag e c'halvjont en-dro s. Maloł a zistroas di neuze. Raktal e paouezas ar freuzoł. Prometet en doa avat distreiń da Vro-Saintonge hag eno eo e varvas war-dro ar bloaz 620. En eskobiezh kozh Sant-Maloł en deus roet ar sant e anv da deir farrez: Sant Maloł-an-Teir-Feunteun (nepell diouzh Ploermael), Sant-Maloł-Benion (e-kichen Gwern-Porc'hoed), Sant-Maloł-Fili (Baen-Veur). E Bro-Naoned e kaver Sant-Maloł-Gwersac'h, Lokmac'hloł e Bro-Wened, Saint-Malo-de-la-Lande e hanternoz Granville ha mennegomp ivez kźr Saint-Malo e Bro-Gebek (Sherbrooke)… Peder farrez "Saint-Maclou" zo tro-dro da Rouen, tra ma vez graet "Macout" anezhań e Bro-Saintonge.

 

Pour en savoir plus:

- le site de Tiegezh Santez Anna
- Le morbihan pittoresque
- La Cathédrale, récit des âmes mortes
- Un sorcier de Loyat
- Tro Breiz
- Pont Aven et Nizon
- Les Saints Vétérinaires
- Dinan et les chirurgiens humanitaires